Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
UMP ha brezhoneg
Yannig Laporte pour Emgann-MGI le 9/06/06 15:28

Emgann - Emsav an tu kleiz evit Breizh Dizalc'h BP 70215 22202 Gwengamp cedex

An UMP hag ar Brezhoneg

Derc'hel soñj a raio komite Emgann-MGI Treger-Gouelo eus kinnig Yvon Garrec kuzulier-meur UMP kanton Bear e niverenn ziwezhañ « Côtes d’Armor », kelaouen ar C'huzul-meur, a c'houlenn enni digant ar muianiver renet gant ar PS hag ar PC e vefe brezhoneg er gelaouenn en-dro. Ur goulenn savet gant kalz brezhonegerien ha gant an emsav sevendurel a zo ken oberiant e Treger ha Gouelo. Prouiñ ar goulenn-se savet gant ur c'huzulier UMP, ha n'eo ket unan anavezet evit bezañ graet tra pe dra evit ar brezhoneg, eo bet lakaet an dra-se da benngoulenn e rank an dilenndi deus forzh pe du e vênt disklêriañ o savboent. Lâromp memestra en doa nac'het ar strollad-mañ gervel da vont da zibunadeg an 3 a viz Mezheven diwar c'halv Kuzul Sevenadurel Breizh evit ensavadurioù breizhat evel a vez dleet, unan a roio an tu d'ar vretoned kemer o aferioù e karg, war dachenn ar yezh pergen. Lâromp en-dro ez eus deuet ur 6000 den bennak. Dalc'homp soñj, evit a sell a zisklêriañ komzoù brav evit ar brezhoneg, n'emañ an tu mat na deus tu an UMP na deus tu ar PS ken nebeut. Evit e vefe deus hor yezh e holl dachennoù ar vuhez foran ken evit eskemm, na laoskomp ket dilennidi strolladoù Pariz ober o c'hoari ganti, pegen poanius e hañval dezho mont deus ar promesaoù d'an ober. Ret eo stourm evit ur galloud breton gouest da gemer divizoù, evel m'o deus graet menifesterien disadorn. Evit e rafe ar c'huzul-meur ar pezh a embann c'hoantaat e pedomp pep hini ac'hanoc'h da skrivañ dezhañ evit e gounit ditro ar brezhoneg e kelaouenn an departamant ha war e lec'hienn : lemagazine [at] cg22.fr , groupe.socialiste [at] cg22.fr, groupecommuniste [at] cg22.fr, groupeopposition [at] cg22.fr . Tèl : 0296628541, fax : 0296625006, par courrier Côtes d’Armor direction de l’information, de la communication et de la promotion 9 place du générale de Gaulle BP 2371 22023 Sant Brieg.

E anv EMGANN : Jan-Mai Salomon (degemennour evit Treger ha Gouelo)

Cet article a fait l'objet de 1173 lectures.
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 5 ?

ABP

Publier

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons