Disul ba Pleuigner, leun chouk ar sal. He-unan dirak an dud, Marilyne Mandart a gont avanturioù Janed dastumerez o klask tapout sonennoù a vank dezhi. Un digarez evit trugarekaat tout

Disul ba Pleuigner, leun chouk ar sal. He-unan dirak an dud, Marilyne Mandart a gont avanturioù Janed dastumerez o klask tapout sonennoù a vank dezhi. Un digarez evit trugarekaat tout an dud o deus roet dezho sonennoù fiskal hag e vez kanet gante bremañ. Titr an abadenn a zo just-walc'h : " A di da di". Meur a ganaouenn a zo bet sonet gant an Diaoulezed (Mari, Madalen, Anjela, Lenig, Awena, Anna, Gwenn, tout deus Brandivi), boazet da vont war al leurenn, evit ar festoù noz hag evit an abadennoù (gant Yann Dour, Kef Kef Band...) hag an "Triorezed" (Catherine Lorho-Pasco, Marie-Claire Louis...). Plijadur oa gant an arvesterient o deus kanet 2 sonenn gante, hag eveljust "Kanamb Nouel" ! Evit ar re a vo plijet gant tonioù ar filmig, setu un niverenn pellgomz evit pediñ anezho da charmiñ o tivskouarn ! 02 97 56 12 87

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...