Votet oa bet al lezenn Molag dec'h
Votet oa bet al lezenn Molag dec'h © Domaine public

War ar rouedadoù sokial, meuleudi evit ar ministr Molag, meuleudi evit ar stourm kaset abaoe kement a amzer, sifroù a lak diaes ar Jakobined, komzoù Blanquer aet da get : penn kentañ gwirioù ar yezhoù "bihan" doujet e bro C'hall ?

War ar rouedadoù sokial, meuleudi evit ar ministr Molag, meuleudi evit ar stourm kaset abaoe kement a amzer, sifroù a lak diaes ar Jakobined, komzoù Blanquer aet da get : penn kentañ gwirioù ar yezhoù "bihan" doujet e bro C'hall ?

Da ziwall a zo memestra : 300 bugel nebeutoc'h e Diwan e distro-skol diwezhañ, Lann er ster o serriñ an eilvet klas e brezhoneg ar bloaz-mañ, bugale gant kelennerien n'int ket erlec'hiet, e lise Diwan Karaez, un eurvezh brezhoneg hepken e klas Termen, opsion gallaoueg o tremen eus 200 lisead da 17 e 2020/2021...

Un devezh brav, ya, selaou tud e Paris o komz diwar an alsasianeg, an okitaneg, ar Platt... Tud o kontañ o istor liammet gant o yezh...

Met n'eo ket echu ar stourm, pell alese, ken diaes eo evit ur vro greizennet evel bro C'hall da asantiñ gant ur yezh all estreget ar galleg, daoust d'al live dister e yezhoù a zo gant 90% ar studierien e Termen...

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...