Ennañ 'vo kavet div zresadenn-vev : Patoenn ha liorzh al legumaj ha Bugel e gloc'hig. Ankoueet eo bet pevar penn-legumaj en ul liorzh. Hag ur poupon a oa bet kavet e-kreiz ar c'hoadoù, gant paotr al lizhiri, e-kerzh ur gorventenn erc'h

Ya ! Un DVD Nevez \'zo bet embannet gant ar gevredigezh Dizale ! ! !

Ennañ \'vo kavet div zresadenn-vev : Patoenn ha liorzh al legumaj ha Bugel e gloc\'hig.

  • Patoenn ha liorzh al legumaj

    Savet gant Benoît Chieux ha Damien Louche Pelissier (2000, 28 mun)

    Ankoueet eo bet pevar penn-legumaj en ul liorzh. Patoenn, an \'ni fri furch, a grog da glask al liorzhour, met buan e vez kollet e hent gantañ.
    Adkavet e vo e vignoned gantañ ha dizoloet un ti-gwer kurius \'walc\'h, ur penn legumaj euzhus o chom ennañ...
    Met da belec\'h eo aet al liorzhour 'ta ? Ha piv eo hennezh en gwirionez ?

  • Bugel e gloc\'hig.. Savet gant Jacques-Rémy Girerd (1999, 28 mun). Troet gant : Laorañs Skavenneg, Corinne Ar Mero. Gant mouezhioù Hélène Abalain, Aziliz Bourges, Nolwenn Korbell ha Manu Mehu.

    Ur poupon a oa bet kavet e-kreiz ar c'hoadoù, gant paotr al lizhiri, e-kerzh ur gorventenn erc'h. En e dorn e oa ur gloc'hig.
    Desavet eo bet Charlie e ti an emzivaded, asambles gant c'hwec'h bugel all. Komz a ra alies d'e gloc'hig kaezh ha klask a ra kompren kevrin e c'hanedigezh.
    Nebeut a-raok Nedeleg, ez a paotr-al-lizhiri da gas al lizhiri bet skrivet gant ar vugale d'an Tad Nedeleg. Asambles gantañ emañ Charlie...


    Evit prenañ an DVD-mañ, http://www.klask.com/index.php?yc=0&dib=11&niv=7806&ger= Klask pe http://bannouheol.free.fr/brezhoneg/bzhg1.htm diwar Bannoù Heol e brezhoneg.

    http://www.dizale.org/ eus Dizale