383 vues

Ur stal nerzhus ken ken, e kreiz kalon Kemperle, war blasenn sant Mikêl, da skoazell, da zizoleiñ...

Pinvidik eo roll abadennoù Penn da benn, ha kroget eo dija, gant ar rimadelloù liesyezhek kanet gant Brigitte Kloareg. Bez vo an diskouezadeg Erik Legret adalek dimeurzh (da 6e30 noz e vo ar poltreder o tiskouez ar poltridi arzourien graet gantañ). Bep merc'her da 11e, a-hed an hañv, kentelig brezhoneg "Je speak breton".

Ha sinadurioù gant Nolwenn Korbell, Dan ar Bras, Dom Duff... Prezegennoù diwar ar barzh Kervarker, an deskadurezh divyezhek, sonennoù bro Kemperle, hag ur bern traoù all... Boued evit ar c'hof hag evit ar spered, peadra da eskemm gant Marijo, mestrez ar stal abaoe ugent vloaz, o stourm bemdez evit ur stal tost ouzh an dud, evit ur c'hreiz-kêr bev ha degemerus, evit ur yezh hag ur sevenadur bev ha leun a startijenn, ... penn da benn !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...