Evel pep bloaz e vo lidet un oferenn penn da benn e brezhoneg e iliz Santez Anna Naoned d'an 21 a viz kerzu da 6 eur g.m.

Evel pep bloaz e vo lidet un oferenn penn da benn e brezhoneg e Naoned . E iliz Santez Anna d'an 21 a viz kerzu da 6 eur g.m.
Lavaret e vo an oferenn gant Benoit Luquiau ha Gwilhaoù Ar Floc'h , beleien brezhoneger eus eskopti Naoned.
Kemer a raio perzh al lazh-kanañ brudet "Kan ar Vro" hag Alban Ladmirault a vo ouzh an ograou.
Deuit niverus da ziskouez eo bev hor yezh e bro Naoned.