Dewi 'zo bet oc'h ober un tamm tro ba KEAV, kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegourion.

Miz Gouere, miz K.E.A.V… ! Peder lizherenn vurzhudus a zo bet klevet gant tout an dud o teskiñ brezhoneg moarvat !

Met a-raok bezañ lakaet e dreid ‘ba koshañ staj brezhoneg ar vro ‘vez diaes gouzout piv eo an dud ‘n em gava eno bep bloaz ha peseurt mod ‘tremen an traoù…

‘Faot ket klask pemp troad d’ar maout ‘vit goût hiroc’h, deomp d’ober un tañva ‘ba Kastellin .

logo An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.