181 vues

Ty Billig, un ti-krampouezh gant arzourien, sonerien, poltrederien, bugale, levrioù, boued ar vro...

Drol eo da welet : e Kemperle e vez gwelet ur greizenn Leclerc atav brasoc'h, o lakaat e grabanoù e pep lec'h : boued, ar jardin, an dilhad, ar sevenadur... Ha marv kreiz kêr Kemperle gant Mellag Kervidannou da gentañ, ha takad konversanted Kegoaler bremañ. O serriñ emañ pep stal vihan pep hini e dro, ret eo d'ar re a chom bout kalonek evit klask kenderc'hel gant ur stal dilhad, levrioù, boued..., gant nebeut a glianted...

Ha nevez zo, implijet gant Leclerc adarre, war skritelloù bras "Decaux", ar ger "Kemperle", gant stalioù evit fardañ boued, bara, pizza, gwastili, .... e-barzh ar gourc'hmarc'had, evit diskouez n'emaint ket o werzhañ traoù graet e China, pe, evel e Stadoù Unanet, graet 2.400 km pelloc'h... Ar stalig bio e-barzh ar stal vras a zo gant ar memes pal : nompas c'hwitaat ar re a c'hellfe mont da brenañ e lec'h all, e Biocoop da skouer. Hag ar frouezh ha legumaj dindan plastek, a zo just a-walc'h ar re a zo bio... Klaskit kompren un dra bennak...

E Ti Billig, plasenn Sant Mikêl e Kemperle eo ar c'hontrol mik : krampouezh graet en ti gant bleud eus bro Kemper, gant produioù ar vro, gant levrioù, fotoioù, arzourien... Hag o welet koubladoù yaouank, bugale o tremen ingal e c'heller soñjal : marteze emañ e seurt lec'hioù e vez ijinet ur vro gant ur c'hreiz-kêr bev, gant fent, awen hag ijin ?

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...