Ur banne gwin gwenn 'po ?

Kola ar vro, Bier ar vro, Chistr ar vro, hag ar Muskadig ?

Kae Breizh. Laouen tud ar stalig Breizh unvan. Biskoazh n'o deus gwelet kement-se a dud o c'houlenn banniel Breizh, bannieloù keltiek. Etre Skol Uhel ar vro, Diwan an Oriant, stal ar Morbihan

Kae Breizh. Laouen tud ar stalig Breizh unvan. Biskoazh n'o deus gwelet kement-se a dud o c'houlenn banniel Breizh, bannieloù keltiek.

Etre Skol Uhel ar vro, Diwan an Oriant, stal broioù al Liger, hag hini ar Morbihan, setu skipailh Iffig Cochevelou o tegemer an dud betek hanternoz, bemdez.

Met hiziv, disadorn, ur strolladig a zo o c'hortoz ... ur banne gwin gwenn. Ret eo dezho da gentañ mont da c'houlenn digant an tavarnnourien Egorenn Breizh un tasad gwin Muskadig, met n'eus ket. Gwin gwenn ar festival a zo o tont deus ... Bourdel.

Ur banne gwin gwenn ar vro 'po ?

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...