Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
..
..
- Communiqué de presse -
Ur bannoù-treset evit Anjela Duval

Kinnig a ra Mignoned Anjela d'an holl rakprenañ ar romant treset Anjela, a vo embannet a-benn nebeut, da-geñver ugentvet deiz-ha-bloaz ar gevredigezh. Ennañ e weler en-dro Anjela Duval (1905-1981), peizantez-barzhez Bro-Dreger, treset kaer gant Christelle Le Guen, aozourez ha tresourez.

catherine Delalande pour Kendeskiñ le 16/06/18 20:38

Boñjour deoc'h, Demat,

Kinnig a ra Mignoned Anjela d'an holl rakprenañ ar romant treset Anjela, a vo embannet a-benn nebeut, da-geñver ugentvet deiz-ha-bloaz ar gevredigezh. Ennañ e weler en-dro Anjela Duval (1905-1981), peizantez-barzhez Bro-Dreger, treset kaer gant Christelle Le Guen, aozourez ha tresourez.

Daou rummad tud zo etre an div blac'h. Unan a skrive, eben a dres, met ur gwir eskemm a zo etreze o-div. Adkavout a reer gerioù Anjela Duval e-giz ma oant bet skrivet ganti, ha sklêrijennet e vezont gant tresadennoù Christelle Le Guen.

Gwareziñ, skignañ ha brudañ oberenn Anjela eo pal Mignoned Anjela. Gant al levr nevez-mañ e fell dezhe roiñ muioc'h a vrud d'ar varzhez  : mont a ray he gerioù war-eeun da galon ar re o doa anvezet anezhi koulz ha d'ar re n'o doa ket.

Hirie kement ha dec'h o deus komzoù Anjela talvoudegezh dimp. Komz a ra deus micher ar beizanted, deus an douar a vez ret ober war e dro, deus an dizingalded etre an dud, etre ar broioù, deus an araokaat teknik ha ne zegas ket evurusted dre ret, deus meurded ar pobloù a gomz hag a zifenn o yezhoù, deus ar varzhoniezh, ken ret hag ar bara er vuhez...

Al levr 'vo divyezhek  : brezhoneg ha galleg, 108 pajenn dezhañ en du-pevarliv, ment a-blaen 29 x 20,6  cm, golo kartoñs ha plastik moan dezhañ. Gwerzhet e vo 15 euro. En diskar-amzer 2018 e vo kavet er stalioù-levrioù.

War lec'hienn Mignoned Anjela e kaver ar c'hinnig rakprenañ : (voir le site) , ha war al lec'hienn kenarc'hantaouiñ ULULE (voir le site) betek ar 6 a viz Gouere.

Document PDF 45195-paperenn_rakprenan.pdf RAKPRENAÑ SKOAZELL. Source : Mignoned Anjela
Document PDF 45195-kemenadenn_kelaouin_anjela.pdf Kemenadenn. Source : Mignoned Anjela
Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 8 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons