328 vues

Heol, rederien, ur skipailh aozerien skuizh ha laouen, sonerezh Breizh hag Euskadi : kaer e oa an abadenn

Heol, rederien, ur skipailh aozerien skuizh ha laouen, sonerezh Breizh hag Euskadi : kaer e oa an abadenn

Pismigerien a lâro ne oa ket a-walc'h a dud war an hentoù, n'eo ket deuet ar Redadeg da vout poblek da vat. Tud a lâro eo danjerus mont da foetan bro da noz gant tud yaouank un tamm dirollet e Menezioù Are, tud a lâro atav un dra bennak, anat deoc'h...

Met dec'h war ribl lenn Groñvel, e kichen ar vugale o varvouilhat b'an dour, e kichen ar re yaouank o flapiñ pe o tañsal, dec'h e oa gant ur c'hwezh vat, c'hwezh ar spern gwenn, c'hwezh ur yaouankiz oc'h adkavout al lorc'h da vezañ brezhoneger, ar re gozh lorc'h enno da welout ar mor a dicheurtoù mouk ha ruz. C'hwezh un amzer nevez war hentoù ar stourm evit ar brezhoneg. Zoken ma vo hir an hent, zoken ma vo ret stourm c'hoazh, daoust d'an diaesterioù a vo divent, gant komzoù flour Lleuwen kuzhet er vazh-test, gant komzoù flour ar strolladoù sonerezh brezhonegerien o tiwan e pep lec'h... Amzer nevez ar re a youl-vat a oar lakaat o startijenn asambles evit krouiñ ur redadeg, un Dro Menez Are, skolioù e yezh ar vro.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...