572 vues

C'hoarzhadegoù ar vugale e Karaez, 80 a dud o sellout ouzh krouidigezh nevez la Obra : brav e oa an abadenn !

C'hoarzhadegoù ar vugale e Karaez, 80 a dud o sellout ouzh krouidigezh nevez la Obra : brav e oa an abadenn !

Daou c'hoarier efedus, soupl, kanerien, graet ganto pep tra : an istor, ar ginkladurioù, ar sonerezh, ar c'hanaouennoù...

Gant Tifenn, c'hoarierez strollad Ar Vro Bagan, Parititio... hag Erwan Hemeury, konter ha soner e oa bet ijinet istor daou vignon a ya da foetañ bro evit adkavout bolotenn ruz ar vamm-gozh...

Dezho neuze da dreuziñ teir bro, hini e lec'h e vez graet "ar pezh a garit", evel konsumerien ar bed a-vremañ, o sellout ouzh ar skinwel, ha Nena ne c'hell ket mui paouez da zañsal...

E bro ar brezel eo gwasoc'h c'hoazh met dont a rint a-benn da vont betek bro an avaloù... Fentus, c'hoariet brav, pedit anezho evit kontañ marvailhoù d'ar re vras ha d'ar re vunut !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...