Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Les deux partenaires et les participants à la conférence de presse
Les deux partenaires et les participants à la conférence de presse
- Communiqué de presse -
Ur raktres nevez e Breizh : 5 hentenn goude ar bachelouriezh gant ar brezhoneg dre zibab adal miz Gwengolo 2014
A-drugarez d’ur c’henlabour etre kreizenn-stummañ Stumdi, hag hini ar Ponant (C.F.C.P, lec’hiet e Brest), e vo kinniget adal distro-skol 2014 un dibab studioù nevez evit al liseidi hag an dud
Annaig Guedes pour Stumdi le 21/01/14 15:04

A-drugarez d'ur c'henlabour etre kreizenn-stummañ Stumdi, hag hini ar Ponant (C.F.C.P, lec'hiet e Brest), e vo kinniget adal distro-skol 2014 un dibab studioù nevez evit al liseidi hag an dud deuet divyezhek :

3 B.T.S :

- merañ ur stal (B.T.S. M.U.C.)

- merañ en embregerezhioù (B.T.S. A.G.)

- Micher genwerzhourien (B.T.S. N.R.C.)

Ha 2 D.E.E.S (bachelouriezh + 3) :

- gwerzh dibab « e.commerce »

- merañ implijidi, dibab goproù

Perak kinnig dibaboù nevez goude ar bachelouriezh ?

Abaoe 20 bloaz eo boaz kreizenn-stummañ ar Ponant da ginnig seurt studioù. Dedennet bras gant brezhoneg en deus bet c'hoant e rener, Pierre-Yves Le Gall, kinnig ar yezh-mañ dre zibab. Eus e du, Stumdi, hag a glask bepred tostaat ouzh ezhommoù ar vrezhonegerien, o kinnig a bep seurt stummadurioù gant temoù (ouzhpenn ar stummadurioù hir), en doa klevet anv meur a wech ne oa ket kement se a zibaboù evit al liseidi divyezhek goude ar bachelouriezh (nemet ar skolioù-meur), m'o defe bet c'hoant deskiñ ur vicher, o kenderc'hel memestra da implijout ar brezhoneg, ha da bleustriñ gantañ da c'houde.

A-drugarez d'e servij-heñchañ, e oa bet merzet ivez e oa muioc'h-muiañ a c'houlennoù digant an implijidi, o klask war-lec'h implijidi divyezhek a bep seurt profil.

Peseurt statud a vo gant ar studierien ?

Degemeret e vint en un embregerezh, ur stal, dindan ur gevrat-labour micherelaat war daou vloaz : 2 zevezh er skol ha 3 devezh war al lec'h-labour, en holl 1100 eurvezh kentelioù.

Ha peseurt programm a vo kinniget e brezhoneg ?

105 eurvezh a vo kinniget d'ar studierien war an daou vloaz, da lavaret eo 15 devezh.

Goude bezañ gwiriet ha kreñvaet al live yezh (3 devezh), e vo rannet ar programm e daou brantad :

- bed an embregerezh/stal : bep devezh e vo gwelet un tem resis (pratikoù, gwerzh, kontoù...). Diouzh ar mintin, deskiñ ar c'heriaoueg, ha diouzh an abardaevezh, poelladennoù pleustrek

- tro-dro d'an embregerezh/stal : kejañ ouzh ar re a implij brezhonegerien. Bep devezh ober anaoudegezh gant un aozadur gouest da implijout ar studierien, pe gouest da genlabourat ganto (Ofis ar Brezhoneg, Produet e Breizh…)

A-raok pleustriñ war ar programm-mañ o deus an daou genlabourer kejet ouzh implijerien hag a labour e brezhoneg, pe a zo tost eus ar brezhoneg, ha prest da blantañ brezhoneg e-barzh o embregerezh/stal a-benn muzuliañ an ezhommoù gwir war tachenn-mañ-dachenn.

Un intrudu talvoudus evit dazont ar brezhoneg

E-giz ma lavar Malo Bouessel du Bourg, rener Produet e Breizh : « herder o deus bet an daou geveler

evit sevel ar raktres-mañ a sikouro da blantañ ar brezhoneg e bed al labour »

« talvoudus e vefe kemeret seurt intrudu » a ouzhpenn Fulup Jakez, rener Ofis publik ar brezhoneg

« seul vuiañ a raktresoù a seurt se a vo, seul vrasoc'h e vo tachenn hor yezh ».

Evit tapout titouroù ouzhpenn : C.F.C.P – tel : 02 98 33 75 75 / Stumdi : 02 98 21 39 94

Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 6 multiplié par 8 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons