Ti-kêr Plougouskant en deus savet klemm a-enep Ai’ta ! abalamour da begsunioù “E brezhoneg !” peget ouzh panelloù divrezhonek ar gumun. Archerien Landreger o deus galvet ur stourmer deus Ai’ta !

Ti-kêr Plougouskant en deus savet klemm a-enep Ai\'ta ! abalamour da begsunioù “E brezhoneg !” peget ouzh panelloù divrezhonek ar gumun.

Archerien Landreger o deus galvet ur stourmer deus Ai\'ta ! evit ma vo goulennataet d\'ar sadorn 22 a viz Evenda geñver an enklask kaset gante.

Pediñ a ra Ai\'ta ! an holl dud tomm ouzh ar brezhoneg hag e dazont d\'en em gavout dirak archerdi Landreger, 6 straed ar Minic\'hi, disadorn adalek 2 eur 15 goude kreisteiz, evit skoazelliñ an den galvet koulz ha diskwel o youl da welet hor yezh e pep lec\'h e rvuhez foran, en Plougouskant evel e-barzh lec\'h all.