Ur stummadur war ar bedagogiezh a vo aozet gant Roudour etre ar 17 a viz Here hag an 2 a viz Kerzu 2011. Seizh sizhunvezh stummadur teorikel (301 eurvezh) ha div sizhunvezh war an dachenn


Ur stummadur war ar bedagogiezh a vo aozet gant Roudour etre ar 17 a viz Here hag an 2 a viz Kerzu 2011.

Seizh sizhunvezh stummadur "teorikel" (301 eurvezh) ha div sizhunvezh "war an dachenn" a yelo d'ober anezhañ.

Pal ar stummadur eo pleustriñ ha mestroniañ an teknikoù kelennn d'an dud deuet, hentennoù an "Deskiñ Fonnus" ("Accelerated Learning") en o zouez.

Gant ar C'huzul-Rannvro e c'hell bezañ kemeret e karg koust ar stummadur evit an dud dilabour, gant fontoù-stummañ evit ar c'hopridi.

Kement ha gouzout hiroc'h e c'hellit mont e darempred gant Roudour roudour2@wanadoo.fr 02 98 99 75 81