Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Ur varnadenn vezhus
EMGANN - Strollad an tu kleiz evit Breizh Dizalc'h BP 70215 22202 Gwengamp cedex Mantret eo Emgann o klevet disoc'h prosez an Euskariz hag ar Vretoned dirak lez-varn ispisial Pariz. Ur wezh ouzhpenn eo bet kondaonet gant ar varnerien c'hall Breizh en he fezh dre he difennourien, an dud a stourm evit gwirioù o
Yannig Laporte pour Emgann-MGI le 30/06/05 13:56

EMGANN - Strollad an tu kleiz evit Breizh Dizalc'h BP 70215 22202 Gwengamp cedex

Mantret eo Emgann o klevet disoc'h prosez an Euskariz hag ar Vretoned dirak lez-varn ispisial Pariz. Ur wezh ouzhpenn eo bet kondaonet gant ar varnerien c'hall Breizh en he fezh dre he difennourien, an dud a stourm evit gwirioù o Fobl da vezañ mestr en he bro, da gomz en he yezh, da gejañ dichadenn gant ar pobloù all, kuit a virodorioù ouzh mirout outi a sellet da lec'h all. Spontet eo Emgann gant ar ponner m'eo kondaonadennoù zo da geñver ar fedoù diskwelet e-kerz ar prosez. Pouezañ a reomp memes-tra gant ar c'hemmesk, pezh a brou eo bet barnet an hevelep fedoù evit un eil gwezh, ar pezh hag a zo direizh hag ene-lezenn a-grenn. Kengred eo Emgann ouzh an holl damallidi ha gelver a ra an dud d'o harpañ e pep keñver hag e pep degouezh.

Unvaniezh evit difenn ar brizonidi ! Frankiz evit ar Vretoned toullbac'het ! Frankiz evit Breizh ! Breizh Dieub ha Sokialour !

Kemper, d'an 30 a viz Mezheven 2005 e anv Emgann, Yannig Laporte

Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 4 multiplié par 1 ?

ABP

Publier

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons