Roger Stephan ha Louis o pleustrin ba Kerikel
Roger Stephan ha Louis o pleustrin ba Kerikel © photographe
The secret of the mine

212 vues

E penn kentan e oa ur romant Priz ar Vugale "Yellowcake", deuet da vout ur film...

Ar pevarzeg film berr kenproduet gant Fea ha tiez produin all a zo deuet da sikour pa oa un tammig druzoc'h ar peurin (Trigone Production, Kaouenn) eo "the secret of the mine". Nebeut a arc'hant, dre ma vez nac'het bewech gant ar skignerien klask kalonekaat tud gant raktresoù diaes : filman tud kozh, bugale, er maez, gant istorioù lennegezh ar vugale e brezhoneg.

Met ne vern, ar pouezusan a zo klask deskin ar vicher diaes sevener, produer, rener ar skeudennoù gant nebeut a dra, met dreist-holl ur startijenn divent, hag ar c'hoant da ziskouez darempredoù etre brezhonegerien a-vihanig ha bugale Diwan...

Setu neuze Pikez blev du, C'hoari tavarn, Ar voest, Miss Redadeg 2018, tri film chakod, filmet e brezhoneg hag e gallaoueg, evit plijadur ar vugale hag ar re gozh.

Un digarez eo ar c'henfinan evit diskouez deoc'h al labour kaset da benn e-pad daou vloaz hanter... M'ho peus c'hoant skoazell ur raktres evelse en dazont, 'po ken kas ur gemenadenn da afea@laposte.net

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...