Niverenn 423 Al Liamm
Niverenn 423 Al Liamm © Domaine public

Treuziñ ar pont ha mont war ho nañvig ‘trezek gwenodennoù an haiku...

AL LIAMM 423 - GOUERE/EOST 2017

Treuziñ ar pont ha mont war ho nañvig ‘trezek gwenodennoù an haiku. Un droiad e kalon ur varzhoniezh bet diwanet e bro ar Sav-heol. Ur valeadenn sioul en ur bed soutil ha kuzh.

Ha klevet ho peus anv eus HAIMIZSKRIV ? Pennad digeriñ A. Kervella a zispleg deoc’h e vez aozet bep bloaz, ur mizvezh skrivañ haiku e miz Meurzh. Bemdez e vez kinniget ur ger da vezañ implijet en un haiku. Kirill Giraudon a zo unan eus ar re o deus kemeret perzh ha kontañ a ra penaos eo deuet da vourrañ ouzh Stumm munut, met stumm bev an haiku.

An holl haiku erruet war lec’hienn FEA-Haimizskriv a zo bet strollet en niverenn. Seizh e oant, feal hag ingal o kas o zammig skrid : Izabel Araujo, Clyde Dugly-Belmont, Mai Ewen, Kirill Giraudon, Regine Guillemot, Annaig Kervella ha Milena Krebs. Dourlivadurioù Evelyne Raoul a ro buhez ha liv d’an testennoù.

Setu un dibab anezho gant ar ger stêr (pajenn44) :

Trouz ar stêr/diseblant, ha ni o klask/kompren – MK

A-bep tu d’ar stêr/korz-dour hag elestr-palud/nij ur gerc’heiz vras – KG

Ar stêr glan he dour/’vouskan ‘tal ar prad/flistrad dour-teil – ME

Kerzhet diarc’hen/hag hep kas keloù, koll sonn/’barzh red yen ar stêr – IA

Sourral ra ar stêr/diskuizh-noz an nadoz-aer/pardaez war ar pont – AK/

Hag evit degas blaz orin an haiku e kinnig Kirill Giraudon un toullad haiku « klasel » bet savet gant mistri japanat an arz uvel-mañ :

Mouezh ar c’hloc’h/a droidell el latar/skleur an deiz o c’henel - Bashô (1644-1694)

War beg ur c’heotenn/dindan an oabl divent/ur verienenn - Hosai (1885-1926)

Klevet ho peus frondoù nevez ? Tañvaet blazioù dic’hortoz ? Splujet e bedoù liesliv, liestumm ? Deoc’h-c’hwi da sevel haiku « dic’hortoz, gant uvelded ha gant fent... ha dreist-holl gant kalz a blijadur » bremañ !

Morgan Tremel

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...