Gi Penseg ha Louis Jacques, kanerien an daou
Gi Penseg ha Louis Jacques, kanerien an daou © Domaine public
En tu-mañ d'an ifern ?

149 vues

Nag a draoù oa bet klevet, sonennoù, barzhonegoù, istorioù fentus ha fromus e Kemperle disadorn !

Nag a draoù oa bet klevet, sonennoù, barzhonegoù, istorioù fentus ha fromus e Kemperle disadorn !

Deuet e oa gant ur gitar, e levr "War bord an oabl", nevez embannet gant Goater, ha doareoù nevez, lennadennoù graet evit ar wech kentañ, ar c'hoant da enoriñ e embanner, hag e breur, marv e miz Even, aet re abred d'an Anaon, kizeller barzh an Treou.

Barzhoniezh, kan, fotoioù brav a vez kavet en e levr. "Sinn Fein, arabat gortoz un dra bennak deus ar Minister. Deomp-ni hon unan da gavout an hent, da grouiñ, Do it yourself... Ha Louis Jacques de gontañ chapel ar C'houerc'had leun chouk gant e abadenn evit enoriñ Anjela gant e barzhonegoù nevez. Hag ur c'hlip zo bet savet nevez 'zo ivez gant e vab hag un arzourez war ar Menez Hom. Ha raktresoù e leiz : abadennoù solo un tammig e pep lec'h e Breizh, gant e levr, gant ar c'hoant da zreuzkas ur brezhoneg bev ha brav, a gomz diwar ar vignoniezh, ar vraventez, Breizh eveljust, karantez ar merc'hed hag an dud, gant ur mousc'hoarzh ne guit morse korn e vuzelloù...

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...