Publier Publier avec l'IA S'accréditer S'abonner à une newsletter Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
photo
- Agenda -
War roudoù emgann Kergidu 2025
War roudoù emgann Kergidu - D’ar Sadorn 28 a viz Mezheven 2025 – Kastell-Paol – Plougouloum – Trelaouenan – Kleder – Berven (lusket gant Rafael Urien)
Par Rafael Urien pour Kevredigezh Vrezhon le 23/06/25 15:19

E miz Meurzh 1793 e savas poblañs Gorre Leon, renet gant Klaod Gabriel a Gerbalaneg, a-enep d’ar republikaned c’hall, ar jeneral Canclaux pergen en o fenn. Goude kabaduilh Kastell-Paol d’ar Meurzh 19, deiz ar marc’had, ez a an emsavidi, war an dro skuizh ha birvidik gant ar C’horaiz war echuiñ, d’en em aozañ e Plougouloum. War-nes int d’ober o stal d’ar republikaned c’hall deuet war o lerc’h e-kichen pont Kergidu, pa’z eo ar C’hallaoued saveteet a-benn ar fin gant o c’henseurted o tegouezhout eus Lesneven, d’ar Sul 24, Sul ar Bleunioù. Kreñv eo chomet koun an emgann e-touez Leoniz, ken ma skrivas Lan Inizan tri c’hard kantved goude an darvoudoù un danevell anezho. Daoust d’ar pezh a greder alies, n’eo ket oberenn Lan Inizan lennegezh hepken. Ur vammenn Istor eo ivez, da geñveriañ gant dielloù all. Hevlene e lidimp adarre emgann Kergidu, 232 bloaz war-lerc’h an darvoudoù, ha gant un tamm dale (e dibenn-holl miz Mezheven). Erbediñ a reomp deoc’h, a-raok dont, lenn : -Lan INIZAN, Emgann Kergidu (embannadurioù Al Liamm), Levrenn I, Pennadoù 13 (darvoudoù Kastell-Paol) ha 14 (emgann Kergidu) ; Levrenn II, Pennad 17 (goude an emgann, repu e koadoù Kermengi) -Rafael Urien, "Emgann Kergidu : eus al Lennegezh d’an Istor", Aber 22 (Goañv 2005), p.514-556. Aozadur an devezh : -2e goude merenn : displegadenn war ar c’henarroud Istor, e tavarn ar "Baradozig", e bourk SANTEG -da c’houde (mard eo brav a-walc’h an amzer) : loc’hañ war-zu Kastell-Paol, distro war-zu Plougouloum, ha war-zu Kergidu da c’houde, gant kirri-tan, gant arsavioù war an hent ha displegadennoù war al lec’hioù -degouezhet e pont Kergidu : kerzhadeg gant displegadennoù war lec’hioù an emgann, ha goude war-zu Trelaouenan, koadoù Kermengi ha maner Troñoli (Kleder) ha Berven (Gwitevede) -evit ar re a blij dezho : pred e milin Kergidu, da c’houde. Ma n’oc’h eus ket a garr-tan, pe na fell ket deoc’h mont betek Kastell-Paol gant hoc’h hini, e c’hallit bepred goulenn diganeomp hag-eñ e vefe tud prest da genweturiñ ganeoc’h. Trugarez neuze da gemenn deomp mard emaoc’h e soñj dont gant pe hep karr-tan Aozet gant ar Gevredigezh vrezhon ; titouroù : kevredigezhvrezhon [at] yahoo.ie

0  0  
Share on LinkedIn
Mennet eo ar Gevredigezh vrezhon da grouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt : displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…), c’hoariva, festoù-noz, mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi… Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioù keltiek all Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal “Kevredigezh Vrezhon“…Mard oc’h deuriet gant hon embregadenn e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornvro
[ Gwelout pennadoù all Kevredigezh Vrezhon]
Vos 0 commentaires
Commenter :

Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 4 multiplié par 1) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2025 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons