War zigarez Virginia Woolf, Kendael aozet gant Aberd'ar Sul 28 a viz Meurzh 2010, e Kemper

"War zigarez Virginia Woolf" Kendael aozet gant Aber d'ar Sul 28 a viz Meurzh 2010, e Kemper Brit Hôtel, Rond Point de Kerourvois
29500 Ergue-Gaberic

(e banlev Kemper – tu a vo da dapout er porzh-houarn an dud a zeuio gant an tren) Roll an devezh
Degemer ar berzhiaded adal 9 eur — Beurevezh (9 e 30 - 12 e 30)
- Digoradur
- Pierrette Kermoal : dek vloaz Aber
Joelle Kermoal-Furic : Virginia Woolf Buhez ar skrivagnerez – stroll Bloomsbury ha diskouezadeg Roubaix – arvezioù eus ar romant : « War-zu an tour-tan » (« To The Lighthouse »). Pred kemeret a-gevret war al lec'h (12 e 30 - 2 e 30) — Endervezh (2 e 30 - 4 e 30) - Marie-France Coïc : Vita Sackville-West « Kouviadenn, da Bask » (« Easter Party » - « Plus jamais d'invités ! » ) - Johan Hellinx : Virginia Woolf « Orlando » - 'Va Doue, ur plac'h ez on !' 
Etre an displegadennoù e kinnigo Yann-Ber Quirion sorbiennoù-treset. Amzer a vo evit ar goulennoù hag an daeloù da heul pep displegadenn. Klozadur (4 e 30 - 4 e 45) ha kafe
Skodenn dre zen (pred, kafe ha gortozenn e-barzh) : 26 €. Studierion, dic'hweleion : 15 €, bugale : 10 €. Teul-enrollañ klokaet ha skodenn da gas da :
Aber, 115 Kergareg
29870 Landeda
a-benn ar 15 a viz Meurzh 2010 Kemer a rin perzh e Kendael 28 Meurzh 2010. Anv/Kentanv___________________________________Pellgomz/Pelleiler ___________________ Chomlec'h _____________________________________ Mal Elektronek_____________________ Amañ-kevret ur chekenn .……€ (war anv Aber) Deiziad : Sinadur :
Documents liés