Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Evenement -
WebNoz 13 dilun e Rostrenn
«Strolladoù politikel, sindikadoù, kevredigezhioù : start-mat kavet tud a youl-vat !» An tabut Start-mat eo ar jeu evit ar strolladoù politikel, koulz hag evit ar sindikadoù hag ar c'hevredigezhioù, na gavont ket izili nevez prest da roiñ deus an amzer a youl-vat. Ma zo birvilh er c'hêrioù bras war an dachenn
Lionel Buannic pour WebNoz le 18/01/08 14:08

«Strolladoù politikel, sindikadoù, kevredigezhioù : start-mat kavet tud a youl-vat !» An tabut Start-mat eo ar jeu evit ar strolladoù politikel, koulz hag evit ar sindikadoù hag ar c'hevredigezhioù, na gavont ket izili nevez prest da roiñ deus an amzer a youl-vat. Ma zo birvilh er c'hêrioù bras war an dachenn bolitikel, ne vez ket kalz a dud war ar renk 'vit mont da vaer war ar maez… Re a gumunioù 'vefe ? Daoust hag ez eus c'hoazh deus ur « c'houstiañs politikel » ? Kavet 'ra gwell an dud miret o amzer vak evite ? Aet da get ar c'hoant d'en em c'houestlañ d'ar re all ? Re nebeud a dud zo er vro, pa 'c'h a an demografiezh war-zigresk ingal ? Sell aze un nebeud re deus ar goulennoù a vo savet gant Lionel Buannic er WebNoz 13, a vo dalc'het en ostaleri Le Bon Barde e Rostrenn.

«Kreiz Breizh Akademi» Gant Erik Marchand eo bet krouet ar C'hreiz Breizh Akademi. Fent a zo en anv, anat 'walc'h, met pell deus stered-nij « akademiezhioù » all e vez kinniget da stajidi ar C'hreizh Breizh Akademi ul labour solut en-dro da ziazezoù muzik Breizh. Diwar al labour bet graet gant ar strollad sonerien kentañ zo bet ganet « Quintet ». Dont 'ray ar vuzisianed yaouank da soniñ 'vidomp ha da gontañ dimp petra zo bet degaset dezhe gant ar C'hreizh Breizh Akademi. Klervi Riviere, kanourez, a vez o labourat bremañ en Akademi, a lâro dimp pelec'h int erruet ganti. Hag evel-just e vo Erik Marchand gante…

Document PDF 9334-webnoz13.pdf . Source :
Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 7 multiplié par 1 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons