Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Evenement -
WebNoz 9 gant Bretoned Pariz digwener
WebNoz 9 war-eeun diouzh Pariz d’an 21 a viz Gwengolo, da 8 eur 30 noz E-kreiz ar Breizh Touch Bretoned Pariz zo bet pedet gant Lionel Buannic
Lionel Buannic pour WebNoz le 20/09/07 11:22

Diaspora ar Vretoned e Pariz : daoust hag-eñ zo deus an dra-se ?

Skignet e vo ar WebNoz war-eeun deus ar C’hae Sant-Bernez, e Pariz, e-kreiz ar Breizh Touch. Mont a raimp da saludiñ Bretoned Pariz.

Goût ’rit-c’hwi pet brezhoneger zo e Pariz ? Peseurt buhez ’deus ar brezhoneg enno ? ’Blam ’betra ’fell da lod kaozeal brezhoneg e Pariz ?

Penaos ’mañ kont gant ar skol Diwan staliet straed Liancourt ?

Ha bezañ zo deus un «diaspora ar Vretoned» du-hont ?

Sell aze un nebeud goulennoù a vo savet ouzh un dousennad Bretoned gant Lionel Buannic.

Degas ’raimp un tamm deus Breizh ganeomp, pa ’c’h eo Annie Ebrel a ray ar veaj ganimp, ha pa vo skipailh Leurenn Breizh o kinnig o rummad filmoù-berr nevez-flamm. Iwan B, ar soner rap yaouank, a adkavo ’c'hanomp war blas.

Dao de’I evit eil koulzad WebNoz !

Evel bewech e c’hallo ar surferien sevel o goulennoù diouzhtu, a-raok an abadenn memes, war hol lec’hienn www.brezhoweb.com, ha kas o goulennoù war-eeun d’an dud pedet e-kerzh an abadenn.

KASIT HO KOULENNOÙ DEOMP DIOUZHTU WAR FOROM BREZHOWEB.COM !

War 3 lec’hienn e vo skignet an abadenn, da nebeutañ : brezhoweb.com, surlaplace.tv, armortv.fr

O kemer perzh e WebNoz Pariz e vo ivez :

Annie Ebrel Iwan B

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1983 lectures.
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 6 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons