Dom Duff ha Bernez Tangi.
Dom Duff ha Bernez Tangi.
Dom Duff a bed arzourien Vreizh a gont evitañ

Setu Dom Duff o pediñ paotr Red Cardell, Bernez Tangi, Jil Servat e-pad abadenn Webnoz, azoet gant Lionel Buannig.

Kartenn wenn da Zom Duff evit an abadenn gant ar re en doa pedet da zont, tud a galite eveljust !

Staliet e oa bet ar billig bras Webnoz dirak tavarn La Mouche qui louche e Kemperle, ul lec'h dic'hortoz evit degemer ar pempvet deiz ha bloaz Webnoz. Goude abadennig kanaouennoù bugale skol Diwan (tamboulinoù mod Afrika hag ar round Enez Sun "Katarina Stokolm"), setu tro an dud pedet da zont da respont da goulennoù Lionel Buannig.

Tri c'hamera, daou baotr oc'h ober war dro an teknik er foñs ar sal, Corinne o vale etre ar vugale, an arzourien, an dremmlivourez hag an interneterien evit ma c'hellfent ar selaouerien gouzout piv en doa kaset postelioù.

Enoret oa bet Dom Duff, ur c'haner a gendalc'h gant e hent e-unan alies, goude bezañ bet krouet ar strollad fest-noz Diwall. Mont a raio da seniñ a-benn nebeut evit ur c'honkour etrekeltiek, kaset gant festival an Oriant. Peder fladenn a zo deuet er maez dija. Kontant e oa da zegemer Jil Servat (dek abadenn gantañ ar bloaz-mañ), kaner Red Cardell (ur strollad a-bouez e Breizh evitañ), hag ar barzh en deus levezonet anezhañ kalzig, Bernez Tangi.

Evit gwelout an abadenn war eeun : http://www.brezhoweb.com/?titre=webnoz&mode=emission&id=14&crit1=100

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...