Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Interview -
Wikipedia : ur sapre labour graet gant an holl genlabourerien
Wikipedia eo ar 51añ yezh o tizhout 30 00 pennad. Abaoe disul tremenet (an devezh ma 'z eo bet tizhet ar vevenn-se) ' zo bet savet 100 pennad,
Fanny Chauffin pour ABP le 1/11/09 14:22

Wikipedia eo ar 51añ yezh o tizhout 30 00 pennad. Abaoe disul tremenet (an devez ma 'z eo bet tizhet ar vevenn-se) ' zo bet savet 100 pennad, ar pezh a ziskouez ul lusk hag ur youl divent. Kavout a reer kelennerien brezhoneg a-bep seurt (skolaj, skol-veur...), liseidi o vouetañ bemdez Wikipedia e brezhoneg. Evit an titouriñ e ra an dud gant ar wikipediaoù all, pe gant o gouiziegezhioù personel, pe c'hoazh gant levrioù pe dielloù, met hep adkopiañ an destenn dre ma 'z eus ur c'hopyright warno avat.

Setu pemp lisead Diwan Karaez, o skrivañ pennadoù ingal abaoe ar bloavezh paseet, ha mennet d'hen ober. Atersadenn gant Yves-Marie ha Gwen.

- Pet pennad ho peus skrivet, c'hwi ar pemp paotr Termen S, abaoe ar c'hentañ klas ?

- Evit ar re all n'ouzon ket re met krouet am eus 20 pennad klok ha div a chom din da echuiñ evit ar poent. - Diaes eo gouzout resis pet pennad dre ma ne vezont ket listennet. Ouzhpenn ez eus al labour reizhañ, klokaat hag a zo pouezus ivez. Ez personel e blij din kentoc'h klokaat ar pennadoù eget skrivañ reoù nevez bemdez. (Listenn ar penadoù : (voir le site) Met fazioù e leizh a ran hag a zo peurvuiañ reizhet gant an implijerien all, se eo spered wikipedia, an holl a c'hell cheñch pe reizhañ pennadoù savet gant tud all !

- Petra a zegas deoc'h tremen kement a amzer dirak ho urzhiataer evit skrivañ pennadoù Wikipedia ?

- Tremen amzer dirak un urzhiataer dija ! Ober a ra vad pa z'on o labourat start ha dizehan a-hed ar sizhunvezh el lise. Plijus eo ouzhpenn da-se, desket e vez kalz a zraoù o sevel pe o treiñ ar pennadoù hag ouzhpenn e reomp traoù evit ar yezh !

- Me 'zo mennet da skrivañ pennadoù dre ma gas war-raok ar brezhoneg hag un doare "vitrine" e c'hellfe dont da vezañ. Me 'm eus desket kalz a fed danvez ar pennadoù. Met ivez a fed brezhoneg dre ma n'on ket direbech a fed yezh ha me 'zo bet plijet kalz p'o deus kenlabourerien 'zo displeget din reolennoù 'zo, penaos skrivañ ger-mañ ger hag all.

- Hag eñ 'peus darempredoù gant ho lennerien ?

- Hini ebet gant tud estren eus ar wikipedia, siwazh...

- Alas n'ouzon ket resis petra soñj al lennerien. Met gouzout a reomp memestra e vez lennet ar pennadoù pe e vezont implijet gant tud o teskiñ (dre ar gelennerien).

- Peseurt alioù fur e rofec'h d'ar re n'o deus ket implijet Wikipedia c'hoazh ?

- N'omp ket amañ abaoe pell a-walc'h evit bezañ anavezet deroù wikipedia, met war a seblant e oa fall ar brezhoneg er pennkentañ, un doare brezhoneg-galleg. Ha reuzeudig e oa. A-fed danvez ez eo hervez ar pezh a blij d'an dud. Ni hon eus da skouer unan a ra war-dro al loened, unan all war-dro an Istor, re all war bro Alamagn ha tro war dro, pe c'hoazh war an urzhiataerezh... Digor-tre eo wikipedia ha d'an holl. Un doare kumuniezh eo, ul lec'h a zo graet evit an eskemmoù ha pep implijer en deus ur bajenn aozeaden e lec'h ma c'hell sevel an dud goulennoù digant ar re all.

- N'eo morse re ziwezhat, aes eo da zeskiñ ha ma ouioc'h skrivañ e brezhoneg ez eus tu deoc'h skrivañ war Wikipedia. Padal, un tamm amzer ' vo lakaet moarvat evit mestroniañ an holl kodoù...

- Merzhet hon eus ne veze ket adimplijet labour ar skolaijidi hag al liseidi (an teuliadoù dre skrid), padal o deus graet al labour treiñ ha frammañ. Dre-se hon eus c'hoant klask implij an danvez-se, neuze e klaskomp pe broudañ wikipedia er skolajoù (evit ma lakfe an dud an danvez war wikipedia) pe mod all em eus krouet ur chomlec'h e-mail ( wikipedia.bzg [at] free.fr). Ar skolidi a c'hell kas deomp an teuliadoù e stumm bizskrivet ha goude e raimp ni al labour adframmañ, urzhiañ, reiñ ur stumm holloueziadurel d'an danvez ha lakaat war wikipedia e brezhoneg. Gellout a ra an holl dud hag o defe pennadoù e brezhoneg kas anezho deomp hag e rimp-ni al labour goude (diwall : arabat eo kas traoù copyright, gant gwirioù miret, hepken danvez dieub). Va ali a vefe lenn mat ar pajennoù evit ar re a grog (displeget e vez pep tra) ha chom hep kaout aon sevel goulennoù !

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1552 lectures.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 5 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons