Kador Krebs...
Kador Krebs... © Domaine public
Conférence à Quimperlé aux Ursulines

Réalisation : fea - tvbk – 67 vues

Fin an diskouezadeg an dibenn-sizhun-mañ : film diwar Sebastião Salgado, div brezegenn ha lennadenn skridoù e vab, Bruno Krebs et Kemperle, brav an abadenn !

Fin an diskouezadeg an dibenn-sizhun-mañ : film diwar Sebastião Salgado, div brezegenn ha lennadenn skridoù e vab, Bruno Krebs et Kemperle, brav an abadenn !

Piv oa Xavier Krebs ? Ur seramist, doare Braque ? Ur poltreder, doare Salgado ? Un den tost ouzh relijionoù Azia, gant un hent buhez oa tostoc'h ouzh hini un den fur eget hini ul livour Pariz ?

Koulskoude en doa graet e stummadur ba Paris, bet soudard e Indochina, ha gouzañvet kalz gantañ gant ar brezelioù bevet gantañ. Tamm ha tamm e oa bet brudet, hag ur mesen en doa roet dezhañ peadra da vevañ. Goude Auvers sur Oise e lec'h oa marvet Van Gogh hag e lec'h e oa ur gumuniezh arzourien, setu Xavier o tiskenn e kreisteiz bro Frañs en un ti bras. Taolennoù graet gantañ, gant ul lien lakaet gantañ evel gwechall b'ar Poulguin pa oa o sevel kaiakoù war bord an Aven.

Klañv gant daou AVC da heul, e oa deuet a-benn da adlivañ, da adkavout liv ha sklerijenn e vugaleaj. Ha beajet en doa kalz (7 beaj, 48 000 km) e bro India. Evitañ e oa aze ur gwir liamm gant ar bed, kollet en Europa. Ha da boltrediñ tud India, pa vez e livadur gant maen, dour, tudenn ebet...

Un doare da welout ar bed a zo tost ouzh an natur, tost ouzh traoù simpl, doare China, Japan, hag e giz lâre Malraux : ar stêr a zo bet kollet amañ a zo da gavout e Azia. Gouzout a reomp ober, met kollet hon eus ar pep pouezusañ : hor plas 'barzh er bed-mañ.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...