Gantañ e oa bet krouet an ti-embann Keit vimp bev e lec'h e labour pemp den hiziv an deiz.

Gantañ e oa bet krouet an ti-embann "Keit vimp bev" e lec'h e labour pemp den hiziv an deiz. Bandennoù treset, c'hoarioù, romantoù polis, 20 titr pep bloaz. Hag en o zouez, 82 levr evit Priz ar Yaouankiz ha Priz ar Vugale

ABP- Pet levr 'peus skrivet evit PAV ha PAY ?

Yann-Fanch- N'ouzon ket... Kalz. Priz ar Vugale : Un dorn da reiñ, Ar bellgomzadenn, Re dev eo Teo, An dilojañ. Evit Priz ar Yaouankiz : N'omp ket deñved, Galv an Oy, Goustadik war al lambig, Diwallerien an norioù, Troioù kaer ma foltreder, War sikour Eleonor, E kornig ma c'halon.

ABP - Peseurt hini 'n deus roet dit ar muiañ a blijadur ? Yann-Fanch - N'ouzon ket re vat. Un dorn da reiñ pe Troioù-kaer ma foltreder

ABP - Ar muiañ a labour ?

Yann-Fanch - E Kornig ma c'halon rak klasket em eus mont pelloc'h ha lakaat santimantoù war wel.

ABP - Ha tro'peus bet da vont e darempred gant ar re yaouank ? Er skol ? Er skolaj ?

Yann-Fanch - Un tamm, er skolioù, e skolajoù Gwened, Plijidi, ar Releg gant ar 6vet klas

ABP - Peseurt raktresoù zo war ar stern ganit ?

Yann-Fanch - Unan hir am eus kroget met poan 'm eus da vont war-raok. Un istor a dremen en ur bed da zont, ankeniet gant kudenn an dour.

ABP - Ha lennet' peus levrioù all PAV ha PAY ?

Yann-Fanch - An holl.

ABP -Peseurt re 'peus kavet ar re wellañ ?

Yann-Fanch - Kalz. Brezel an Erevent, Kest, Dremm ar vamm...

ABP - Deiz-ha-bloaz ar priz : petra 'pije c'hoant da lavarout d'an aozerien ?

Yann-Fanch - Ha dedennus e vefe sevel un enklask evit gouzout petra emañ ar vugale o c'hortoz ?