Put your name here

Anne Auffret gant lod ar sonerien tro dro dezhi war leurenn C'hoariva Meur er FIL 2022
Anne Auffret gant lod ar sonerien tro dro dezhi war leurenn C'hoariva Meur er FIL 2022

Yann-Fañch Kemener enoret gant ar gwellañ sonerien ha kanerien
Aze e oant kazi holl, evit kinnig un abadenn dreist ha ne oa ket arvester ebet chomet azezet er fin evit goulenn da selaou anezho adarre...
Annonce de Kerne Multimedia

Publié le 20/08/22 15:18 -- mis à jour le 20/08/22 15:18
Abadenn YFK : Achille Grimaud, Aldo Ripoche hag an 11 soner. :
Réalisation : fea - tvbk
(131 vues)
Yann-Fañch yaouank : ar sonenn gentañ :
Réalisation : tvbk -fea
(90 vues)

Aze e oant kazi holl, evit kinnig un abadenn dreist ha ne oa ket arvester ebet chomet azezet er fin evit goulenn da selaou anezho adarre... Kontet e oa bet istor Yann-Fañch Kemener, bugaleaj an dastumer ha kaner meur, e yaouankiz, e vuhez, gant Achille Grimaud a lenne ivez barzhonegoù, hag hini vrav Emile Masson o kontañ istor ur vaouezh kozh. Yann-Fañch a vourre mont e darempred gant maouezed kozh, evit deskiñ ganto sonennoù pe marvailhoù brav : Catherine Duro, Maria Calvar, Mari Harnay...

Gant Aldo Ripoche, gourvioloñs, boaz an arzour da labourat ec'h-unan gant YFK, e oa kinniget an doare dezhañ da zegemer ur sonenn hengounel kenkoulz hag ur varzhoneg. Un drugar !

Gant Anne Auffret hag Annie Ebrel, aze oa bamet an holl : piv a ouie, a-raok an abadenn, pegen brav eo mouezh Anne, evit kanañ kan ha diskan kenkoulz ha kantikoù, div bladenn gant YFK, aze e oa atav evit pennadoù buhez diwezhañ he mignon, o vuheziñ oferenn hir Santez Triffin, mouezh an aeled, n'em eus ket klevet morse, met sur a-walc'h 'maint ket pell eus mouezh Anne !

Gant Annie, atav ken brav, ken kizidik an doare da gano, daoust d'an tommder pounner a oa war al leurenn.

Gant an daou soner yaouank (siwazh e vanke tout ar re all, hag Erik Menneteau en o zouez) e oa anat en doa hadet YFK greun mat evit gallout lakaat sonerien nevez da ziwan.

Skipailh Barzaz gant Gilles Le Bigot, Jean Michel Veillon hag Alain Genty oa aze, ne vanke 'met Hopkins, strobineller an tamboulinoù hag an trouzioù sklintin ha dic'hortoz. Dipitus.

Hag Erik Marchand, emit-hu ? Dipitus ivez, ne oa ket "aze". Evel un estrañjour, pell. Brav koulskoude sonenn gentañ kanet e kan ar bobl gant YFK kanet gantañ. Peget e daoulagad ouzh an tamm paper dirazañ, re nebeut a zarempred gant an arvesterien. Perak ?

Koulskoude anat eo e oa un abadenn a galite, gant tonioù dispar, met perak 11 den war al leurenn ? Ur "mekanik" n'en deus morse bet YFK pa oa bev ? Sur a walc'h, en un tu bennak e baradoz ar ganerien emañ o vousc'hoarzhin : "drol eo, ret eo bout marv evit kaout an arc'hant evit kas seurt abadennoù war raok"...

Voir aussi :
0  0   facebook
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
--> Gwelout pennadoù all Kerne Multimedia
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 7 multiplié par 0 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.