15 vet gouel Yaouank ! Etre ar 4 hag an 23 a viz du 2013. Yaouank a zo gouel ar sonerezh breizhat a-vremañ, gant fest-noz brasañ Breizh, a vod miliadoù a zañserien

15 vet gouel Yaouank ! Etre ar 4 hag an 23 a viz du 2013. Yaouank a zo gouel ar sonerezh breizhat a-vremañ, gant fest-noz brasañ Breizh, a vod miliadoù a zañserien bep bloaz er MusikHALL. Kanerien, sonerien, krouadennoù nevez, embannadurioù a roio d'ar gouel un aergelc'h fol war al leurenn koad vras evit gwellañ plijadur an dañserien. Evit ar 15vet abadenn, AR RE YAOUANK, strollad brudet er bloavezhioù 1990, a vo adsavet evit Yaouank. Goude bezañ kemeret perzh e raktresoù all e bed ar sonerezh e teuont en-dro da fest-noz brasañ Breizh evit ar 15vet abadenn! Yaouank a zo un darvoud pouezus e Breizh. Degemer a ra miliadoù a dud : dañserien hag arvesterien e-pad miz du, hag ouzhpenn 7000 den e-pad ar fest-noz diwezhañ.