Dom Duff e fest-noz Yaouank

Setu penaos oa bet aozet ar \"flashmob\" e sal vras Yaouank 2011.

50 den yaouank gant rochedoù glas ha gwer, peadra da lakaat ar sal da respont !

Staliet e oa stand ar Redadeg e-kichen dor ar sal vras ma oa bodet 7000 a dud evit ur fest-noz kroget da 4 eur goude merenn. Stand kelaouiñ, gwerzhañ pegsunioù, ticheurtoù, ha lec'h emgav evit ar re entanet gant ar Redadeg hag ar flashmob.

Goude bagad Lokoal-Mendon dindan bazh hud Fabrice Lothode, goude sonerien Iwerzhon, setu Riwana Baudu o pignat war al leurenn hag o tisplegañ petra eo ar Redadeg, e brezhoneg hag e galleg. Hag ar sonerezh da gregiñ...

Met pelec'h emañ Dom Duff ? A-drugarez d'an daou skramm bras ha da gameraioù niverus ar sal, setu eñ o tont en-dro gant e c'hitar, pignet war kein tud yaouank gwisket ganto ticheurtoù ar Redadeg. Hag ar sal da huchal "'Cheyeyeyeyeye", ha da genderc'hel ur wech echu flashmob kentañ ar Redadeg. ' Oa ket dañset brav-brav, met pffff, pebezh startijenn !!!!

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...