Fest noz a-dreñv maner Kerampuilh

Liberta, kanaouennoù e brezhoneg hag e saozneg, sonerien daou ha daou, ha kan ha diskan...

Nozvezh aozet gant Termenidi lise Karaez, fent ha sonerien ampart ...

Ret e oa dezho aozañ pep tra : ar boued evit 250 den, al lec'h (gant an dafar degaset gant servijoù teknikel kêr Karaez), an evajoù, hag al leurenn gant ur sono ha roll ar sonerien.

Tremenet mat oa bet pep tra gant danserien festoù noz, sonerien biniou kozh, biniou bras, kanerien kan ha diskan, sonerien gitar, ha sonerezh rock evit echuiñ ... re abred, eveljust.

Ur yaou noz aozet mat-tre, diwanet amañ aozerien a vo da c'houde, pe a zo dija ...

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...