Strollad Penn ar bed ba Kerien disul
Strollad Penn ar bed ba Kerien disul © autre

Disul ba Kerien dirak 100 arvester

C'hoariet disul ba Kerien dirak 100 arvester, souezhet-bras gant ar pezh a zo bet kinniget dezho gant Strollad Penn-ar-Bed !

Kerien, ur bourc'h e Traoñ Kerne, etre Lanijen ha Sant-Turian, e-lec'h ma oa bet ganet ha m'eo bet interaet Remi Derrien, skrivagner, kazetenner, komedian ha leurenner e Strollad Penn-ar-Bed abaoe ma oa bet savet ar strollad, daou-ugent vloaz zo. Marvet re abred, en e 61 bloavezh, e veze o klask atav treiñ "Yerma" e brezhoneg. Met n'en doa ket gallet kas e oberenn da benn. Ronan Hirrien an hini eo en deus echuet al labour d'e heul.

Heol er-maez goude barradoù glav ar Sadorn. Kirri-tan war ar parklec'h, maouezed kozh o piltrotat betek sal nevez-flamm ar gumun, c'hoant gante da welet ar film berr diwar-benn Remi, hag ar pezh-c'hoari kinniget gant ar Strollad bep Sul e miz Genver, da geñver ar festival Taol Kurun.

Heol er sal, 'blam d'ar gouleier kreñv. Sae ruz Yerma war al lien gwenn, sae ruz ar ganerez a gan barzhonegoù Federico Garcia Lorca e kastilhaneg, ur gitarour flamenco o seniñ a-hed an abadenn. Brav al leurenniñ, kinkladurioù simpl met efedus, ul lien bras-spontus a ya da boull-kannañ, danvez hunvreoù Yerma, an amzer o tremen, lec'h ar ganedigezh…

Leun a ijin eo al leurenniñ, brav ar merc'hed hag an dilhad. Hir ar pezh un tammig. Ya, gouzout a reomp ne c'hell ket Yerma kaout bugale. Gouzout a reomp ez eo start ha feuls an darempredoù etre ar gwaz hag ar gwreg difrouezh, sec'h. Ha tost Yerma ouzh ar merc'hed, dibabet ganti lazhañ ar gwaz, evit lazhañ ar mab a c'hellfe bezañ enni. Dibabet ganti bout heñvelreizh da vat ? Pe e talv pezh-c'hoari Garcia Lorca da ziskouez en deus dibabet karout ar baotred ha ne c'hell ket kaout bugale ?

Er sal, tud laouen, badaouet gant un abadenn dic'hortoz e brezhoneg, a zo diazezet war traoù kuzh ha ne vez ket komzet diwar o fenn alies. Tud n'o deus ket komprenet brezhoneg Bro Leon. A bep seurt zo bet. « Ur perzh graet evidout, Melani », he doa lavaret un arvesterez d'an aktourez pennañ. Ur Yerma tost ouzh un delwenn deus Gresia, ur stourmerez o klask he hent etre an heol hag ar gwad.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...