Zhong-Breizh, kevredigezh Bretoned ha mignoned Breizh e Beijing, a zo laouenn o kemenn deoc'h e vo fest-noz adarre er bloaz-mañ d'ar sadorn 13 a viz mae e lise gall Beijing (13 Sanlitun Dong Si Jie), azalek 7 eur noz. An abadenn a zo savet en enor da gerioù Brest
Zhong-Breizh, kevredigezh Bretoned ha mignoned Breizh e Beijing, a zo laouenn o kemenn deoc'h e vo fest-noz adarre er bloaz-mañ d'ar sadorn 13 a viz mae e lise gall Beijing (13 Sanlitun Dong Si Jie), azalek 7 eur noz.
An abadenn a zo savet en enor da gerioù Brest ha Qingdao (Shandong, Bro-Sina), hag a zo o vont da vezañ keveillet d'an 8 a viz mae. Dont a rayo ar straollad Torr penn espres kaer eus Brest evit lakaat an dud da zañsal en tu mañ eus ar bed !
Ul lodenn eus an arc'hant dastummet a vo roet da skolioù Diwan.
Evit gouzout muioc'h diwarbenn Zhong-Breizh hag ar fest-noz, kit da deuler eur sell war blog ar gevredigezh:
http://spaces.msn.com/members/zhongbreizh/
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !