Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Degemered 2009-2010 en ESSM Breizh: Prientiñ ar genstrivadeg kelenn divyezhek brezhoneg-galleg
Peogwir e vezer o c'hortoz c'hoazh divizoù Ministrerezh an Deskadurezh Stad evit a sell adaozañ stummadur ar gelennerion, emañ renerezh an ESSM o vont da zigeriñ ur c'houlzad degemered evel
Gwenole Larvol pour UGB le 30/03/09 5:06

Peogwir e vezer o c'hortoz c'hoazh divizoù Ministrerezh an Deskadurezh Stad evit a sell adaozañ stummadur ar gelennerion, emañ renerezh an ESSM o vont da zigeriñ ur c'houlzad degemered evel kustum evit ar bloavezh 2009-2010. Reiñ a ray tro d'ar studierion enskrivet evit ar bloaz (2008-2009) en A3 pe un aotreegezh war e anv c'hoazh (pe un diplom all, bachelouriezh+3) da brientiñ kenstrivadeg kelennerion ar skolioù divyezhek galleg-brezhoneg.

Eus an 2l d'ar 26vet a viz Ebrel e vo moaien da lakat e anv war lec'hienn an ESSM (www.bretagne.iufm.fr). Disadorn, ar 16vet a viz Mae, e vo an amprouadennoù matematik ha galleg (GLD) ha dilun, ar 15vet a viz Mezheven, e vo an amprouadenn vrezhonek dre gomz (deiziadoù war ziviz c'hoazh).

Diorren a-walc'h a ray ar vicher kelenner divyezhek er bloavezhioù da zont. Ezhommoù bras zo da stummañ. Yalc'hadoù 5000€ ar bloaz a vo kinniget d'ar studierion M1 (pe KS1) ha M2 ar micherioù kelenn divyezhek galleg-brezhoneg gant rannvro Breizh adalek an distro-skol 2009.

Evit goût hiroc'h: ugb.mail [at] free.fr pe www.ugbrezhoneg.com

Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 4 multiplié par 3 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons