Votet en deus parlamant Bro-Gembre a-unvouezh ul lezenn a-bouez evit dazont kelenn ar c’hembraeg.

D’an 14vet a viz Mae 2025 en deus ar « Senedd » (parlamant Bro-Gembre)  votet a-unvouezh (50 mouezh a-du, mann a-enep) ul lezenn a-bouez ha nevez evit ma teufe da vezañ ar c’hembraeg  ur yezh kelennet d'an holl skolidi a vro-Gembre.

Lavaret en deus Mark Drakeford, anezhañ « Welsh Language Secretary » (Ministr evit ar c’hembraeg),  ez eo ul lezenn  « istorel » a c’hello cheñch penn d'ar vazh da vat evit dazont ar yezh. 

🎯 Pal : tizhout ur milion a gembraegerien a-benn 2050

E-kreizig ur raktres bras anvet « Cymraeg 2050 »  emañ al lezenn-mañ. Houmañ a glask kas niver ar gembraegerien betek ur milion a dud. Hiriv an deiz ez eus war-dro 23 % a vugale a zo skoliatet e c’hembraeg.

Teir rummad a skolioù, da geñver ar yezh, a vo hervez al lezenn votet nevez zo:

  • Skolioù m'emañ ar c’hembraeg ar yezh pennañ enne (« primarily Welsh language », 80 % pe muioc'h eus an amzer-skol kinniget e kembraeg)

  • Skolioù divyezhek (« dual language », 50 % eus ar c’helenn e kembraeg)

  • Skolioù e saozneg un tamm kembraeg e-barzh (« primarily English language, partly Welsh », d’an nebeutañ 10 % a  amzer-skol graet e kembraeg)

Pep seurt skol a vo ret dezhi tapout palioù resis da geñver ar c’hembraeg. Ouzhpenn-se e vo kinniget skoazelloù kreñvoc'h evit ar gelennerien ha stummadurioù-soubidigezh e-leizh.

🏫 Ul lezenn harpet gant an holl strolladoù politikel a vro-Gembre. 

Harpet eo bet al lezenn gant holl strolladoù politikel er Senedd: ar  « Re Gevredet », al « Labour »  hag  ar « Plaid Cymru ».

Lavaret en deus Cefin Campbell (« Plaid Cymru ») m'emañ ur « bazenn dibar » war hent adsevel ar yezh, oc'h ansav koulskoude ez eo uhel ar pal.

Un Ensavadur broadel evit kelenn ar c’hembraeg (« National Institute for Learning Welsh ») a vo krouet ivez evit kenurzhiañ ar strivoù pedagogel koulz ha skoazellañ ar gelennerien.

Hag un awen e vefe evit ar yezhoù bihan all ?

Gallout a rafe al lezenn-mañ degas awen evit broioù pe rannvroioù all en Europa. Da skouer e Bro-C’hall m'o deus poan ar yezhoù rannvroel  - brezhoneg, euskareg, katalaneg,.. - da zapout gwirioù ofisiel enni.

Diskouez a ra Bro-Gembre ez eus tu da sevel ur politikerezh yezh kadarn hag efedus gant skoazell ar Stad.

🔗 Lenn ur pennad klok (e saozneg) war lec’hienn « BBC News »bbc.co.uk

Gerioù

Kembre, Bro-Gembre                   Pays de Galles (Cymru e kembraeg, Wales e saozneg)

Kembraeg, ar c'hembraeg           La langue galloise (cousine celtique insulaire de la langue bretonne continentale. Les deux langues se sont séparées tardivement). Welsh e saozneg.

Soubidigezh, dre soubidigezh    Immersion linguistique (cf Diwan). Par immersion, immersif.

Ensavadur                                    Institut

Kenurzhiañ                                   coordonner

Awen                                             inspiration (ster lennegel)