Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Manifesterien dirak Ti-Post Karaez
Un daou-ugent a dud a zo en em vodet da 11e d'ar sadorn 24 a viz Genver, da heul galv S.L.B., dirak Ti-Post Karaez evit embann o santimant diwar-benn komzoù an Ao. Amiard. Un degemer mat gant implijidi an Ti-Post, ar rener ne oa ket war-blas evit degemer ac'hanomp.
Herve Ar Gall Par SLB le 25/01/09 12:11

Un daou-ugent a dud a zo en em vodet da 11 e d'ar sadorn 24 a viz Genver, da heul galv S.L.B., dirak Ti-Post Karaez evit embann o santimant diwar-benn komzoù an Ao. Amiard ha goul ma vo doujet ouzh hor yezh.

Un degemer mat gant implijidi an Ti-Post, ar rener ne oa ket war-blas evit degemer ac'hanomp. Neuze zo bet roet ul lizher d'an implijidi, dezhe da gelaouiñ o rener eus ar goulennoù a sav hor sinkikad ouzh ar Post.

An Aotroù Jean-Paul Bailly prezidant meur ar Post a embann ma vo kempennet mekanikoù didoueziañ-lizhiri ar Post. Hag a-benn miz Mae ne vo kudenn ebet ken gant ar mekanikoù-se evit lenn chomlec'hioù brezhoneg al lizheroù. Diaes deomp krediñ kement-se, neuze e aliomp servijoù ar Post e Breizh da vont e darempred gant Ofis ar Brezhoneg. Tud an Ofis a c'hello kenlabourat gant servijoù teknik ar Post, ha sikour anezhe evit ar pezh a sell eus ar brezhoneg.

Goulenn a reomp, ivez, ma vo implijet ar brezhoneg war ar pemdez gant servijoù ar Post, evit an darempredoù gant ar pratikoù e holl burevioù post Breizh. Poent bras eo ma vo lakaet skritelloù en div yezh en holl burevioù-se. Ha goul ivez gant an implijidi ouia brezhoneg implij ar yezh war o labour. Hag evit an impijidi o do c'hoant en ober kinnig dezhe heuliañ ur stummadur war ar brezhoneg e framm ar stummañ dibaouez.

O welet ne ra ket ar Stad he labour evit derc'hel bev ar servijoù publik en hor Bro e c'houlennomp ma vo roet galloudoù hag arc'hant da Vreizh evit ober war-dro an holl servijoù-se, ar Post en o-mesk.

Ar Vretoned o deus gwirioù, ar Post a rank doujañ oute.

Gervel a reomp, eta, da genderc'hel gant ar stourm evit ma vo doujet ouzh ar brezhoneg gant ar Post. Kentañ emgav d'ar sadorn 31 a viz Genver dirak ti-post an Oriant, Kae an Indez, da 10 e 30.

SLB : Sindicat Labourerien Breizh

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 3 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons