Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Pezh-c'hoari Frankiz e Gwengamp
Pezh-c'hoari e brezhoneg (hag un tamm e galleg!!): FRANKIZ gant Arvrobagan Ar Vro Bagan Ar Sul 3 a viz DU da 3e gm Sal Maez Ar Roue, Gwengamp (e-tal ar Greizenn!) 12¤, 8¤ (tud dilabour,
Sylvain CLEMENT pour Kreizenn Sevenadurel Vrezhon Gwengamp le 24/10/13 11:26

Pezh-c'hoari e brezhoneg (hag un tamm e galleg!!):

FRANKIZ

gant Ar Vro Bagan

Ar Sul 3 a viz Du da 3e gm

Sal Maez Ar Roue, Gwengamp (e-tal ar Greizenn!)

12¤, 8¤ (tud dilabour, studierien), 5¤ (dindan 12vloaz)

Frankiz:

Da zigeriñ

E 1959, ur Breizhad yaouank o tispartiañ diouzh e zous (muiañ- karet) hag e vamm evit mont d'an Aljeri d'ober « brezel » (derc'hel an urzh).

Gwelet a reer skeudennoù eus ar brezel-se.

Erru merc'hed all, en ur vandenn, da gemer perzh e glac'har an div vaouez. Margodennoù zo ganto, pephini anezho o vezañ ur soudard breizhat eus ur brezel bennak (1870 – 1914-18 – 39-45 – Madagaskar 1947 – Indez Sina (1946-1954 – Aljeria (1954-1962).

Emaint o vont da gontañ planedenn pephini anezho.

Arvest 1 (1830-1914)

Arvest 2 (1914-1940)

Arvest 3 (1945-1948) Madagascar

Arvest 4 1951-1954 – Indez-Sina

Arvest 5 – Aljeria (1959-1962)

Ar mennozh :

Istor ar Vretoned e-pad brezelioù Bro-C'hall lod anezho Brezelioù en trevadennoù (Guerres coloniales).

Peseurt buhez o deus bet ? Hag o zud ?

Peseurt daremprejoù o deus bet gant ar pobloù all ?

Peseurt soñj diwar-benn ar brezelioù-se ?

Peseurt soñj e-keñver Breizh ? Daoust hag e oa Breizh heñvel ouzh ar broioù-se (Colonie intérieure).

Evel just ez eo ur preder diwar-benn Breizh ha Bro-C'hall.

Voir aussi :
Kreizenn Sevenadurel Vrezhon Gwengamp 3, Plasenn Maez ar Roue 22200 Gwengamp 02 96 44 27 88
Gwelout pennadoù all Kreizenn Sevenadurel Vrezhon Gwengamp
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 7 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons