Put your name here

Le carousel
Cliquer sur la photo pour l'agrandir, puis flèches clavier pour naviguer (14 photos)
Chronique
Ur barrad-amzer e Breizh evit kala-Genver 2018
Skubet eo bet Breizh gant ar barrad-amzer Carmen. Setu ur c'haier fotoioù bet tapet e Porzh_Loeiz (disul ha dilun tremenet).
Yann Lukaz
Publié le 2/01/18 14:01 -- mis à jour le 00/00/00 00:00

War bellaat diouzh Breizh ez eo bet ar barrad-amzer Carmen/Karmen e añv (un añv roet dezhañ dre dudoù an amzer), deuet amañ tro-dro da chenchamant ar bloaz, rik evit kala-Genver 2018 ! Gwall-amzer e Breizh

Marteze ho peus gwelet imachoù (pe dre ar vediaoù, pe dre wir war an dachenn !), marteze n’ho peus ket. Setu ur c'haier a luc’hskeudennoù bet tapet e Porzh-Loeiz (tost d’an Oriant) e dibenn an abardaez, koulz d’ar 31ñ (ar c’hentañ-ha-tregont) miz Kerzu ha d’ar 1ñ (ar c’hentañ) a viz Genver. Cheñchet e oa bet tu an avel d’un deiz d’egile. Daoust n’e oa ket re yen an amzer, n’e oa ket kalz a dud o sellout ouzh ar mor, war ar vur pe war an draezhenn. E-barzh ar c’hafedi, ne laran ket, avat !

Ur c'haier a votoioù eus ar vro

Marteze e soñjit n’eo ket bet ken kreñv ar barrad-amzer-se. Soñjit en daou dra koulskoude : da gentañ, ar fotoioù-se n’int ket bet tapet e-kreizig-kreiz ar gwall-amzer, e-korf an nozh. Da heul, dav eo d’al luc’hskeudennour bezañ aketus ouzh taolioù an natur er-maez (an draezh, an holen, ar glav, an avel, ) ha na blijfe ket d’ar benveg e mod ebet ! Al luc’hskeudennour war vord ar mor ez eo ret dezhañ mont trankilik evel n’eus forzh piv ha chom a-bell a-walc’h…

Ur bloavezh mat 2018 a zouhetan deoc'h

Evit echuiñ, dont a ra em fenn ur frazenn hengounel hag a veze lâret ouzh an dud war an oad, digant ar vugale, evit antreal er bloaz nevez. Setu houmañ :

« Ur bloavezh mat a zouhetan deoc’h

Yec’hed ha prosperite

Ha kalz traoù all gante !

Hag ar baradoz e fin ho puhez… »

Posubl e vo deoc’h lâret-se e-pad meur a zevezh c’hoaz, ma n’eo ket betek dibenn ar miz !

Voir aussi :
mailbox
imprimer
"Brav eo skrivañ, diaesoc'h eo lenn" ! "An daoulagad eo a zo ar gwellañ benveg-poltriji, rak dre ur sell eo e c'heller diskoachañ an imachoù tro-war-dro"! Paotr bet klevet gantañ ar yezh e-pad e vugaleaj. Bet o labourat war zachennad stlennegel. Skrivet gantañ pennadoù e galleg hag e brezhoneg. Bremañ o vevañ e bro-gKerne.
Gwelout pennadoù all gant Yann Lukaz
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 7 multiplié par 4 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.