Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
bannieloù dirak bazilikenn Santez Klotida e Pariz
bannieloù dirak bazilikenn Santez Klotida e Pariz
Pariz, manifestadeg evit ar yezhoù rannvroel 2019
Pariz, manifestadeg evit ar yezhoù rannvroel 2019
manifestadeg e Pariz evit ar yezhoù rannvroel 2019
manifestadeg e Pariz evit ar yezhoù rannvroel 2019
yezhoù rannvroel e Pariz a-raok ar vanifesteg
yezhoù rannvroel e Pariz a-raok ar vanifesteg
Pariz,  yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg
Pariz, yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg
Pariz,  yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg
Pariz, yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg
Pariz,  yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg
Pariz, yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg
Pariz,  yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg,  giton
Pariz, yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg, giton "Bretoned Pariz a ziwall hor yezhoù"
Pariz,  yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg,  bannielloù
Pariz, yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg, bannielloù "Div Yezh"
Pariz,  yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg,  skritellig
Pariz, yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg, skritellig "Hep ar yezhoù, rannvroel Frañs ebet"
Pariz,  yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg, giton :pour nos langues régionales, un droit, une loi  galleg/alamaneg/elzaseg rannvro Elzas
Pariz, yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg, giton :pour nos langues régionales, un droit, une loi galleg/alamaneg/elzaseg rannvro Elzas
Pariz,  yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg, giton : notre flamand à l'école  galleg/flandrezeg
Pariz, yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg, giton : notre flamand à l'école galleg/flandrezeg
Pariz,  yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg, giton
Pariz, yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg, giton "per l'occitan dins ,l'ensenhament public" , okitaneg
Pariz,  yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg, vue générale en matinée devant la basilique sainte Clotilde
Pariz, yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg, vue générale en matinée devant la basilique sainte Clotilde
Pariz,  yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg, L'Ankoù (personnage traditionnel du légendaire breton) fauchant symboliquement les locuteurs des langues régionales, pour dénoncer le sort fait à nos langues.
Pariz, yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg, L'Ankoù (personnage traditionnel du légendaire breton) fauchant symboliquement les locuteurs des langues régionales, pour dénoncer le sort fait à nos langues.
Pariz,  yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg, giton : pour que vivent nos langues (titre du texte appelant à manifester). E brezhoneg: evit ma vevo hon yezhoù
Pariz, yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg, giton : pour que vivent nos langues (titre du texte appelant à manifester). E brezhoneg: evit ma vevo hon yezhoù
Pariz,  yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg,en fin de matinée, défilé en direction du Ministère de l'Education Nationale. Dibunadeg.
Pariz, yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg,en fin de matinée, défilé en direction du Ministère de l'Education Nationale. Dibunadeg.
Pariz,  yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg, O gast, ur vanifestadeg c'hoazh! Oh P...! encore une manif! --parole du terrain
Pariz, yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg, O gast, ur vanifestadeg c'hoazh! Oh P...! encore une manif! --parole du terrain
Pariz,  yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg, Gwenn-ha-Du, Diwan, archerien. Feulster ebet. Ur gentel a zemokratelezh.
Pariz, yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg, Gwenn-ha-Du, Diwan, archerien. Feulster ebet. Ur gentel a zemokratelezh.
Pariz,  yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg, deuet int bet deus pep lec'h ,amañ ur vaouez elzasat gwisket e giz hengounel
Pariz, yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg, deuet int bet deus pep lec'h ,amañ ur vaouez elzasat gwisket e giz hengounel
Pariz,  yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg, atersadenn e brezhoneg er straed. Kazetenner Dewi Siberil.
Pariz, yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg, atersadenn e brezhoneg er straed. Kazetenner Dewi Siberil.
Pariz,  yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg, taol-grenn e-pad an abardaez François Alfonsi, député européen  table-ronde de l'après-midi.
Pariz, yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg, taol-grenn e-pad an abardaez François Alfonsi, député européen table-ronde de l'après-midi.
Pariz,  yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg, taol-grenn e-pad an abardaez (Paul Molac, kannad ar Morbihan ha brezhoneger, député du Morbihan, groupe d'études Langues et Cultures régionales ) table-ronde de l'après-midi.
Pariz, yezhoù rannvroel, 2019 , manifestadeg, taol-grenn e-pad an abardaez (Paul Molac, kannad ar Morbihan ha brezhoneger, député du Morbihan, groupe d'études Langues et Cultures régionales ) table-ronde de l'après-midi.
- Compte rendu -
War-lerc’h Pariz : kenderc’hel holl asambles

E-pad pemp eurvezh e kreizig ar vanifestadeg e Pariz (miz Du 2019). Rentañ-kont, fotoioù, liammoù

Jean-Luc Le Floc'h pour ABP le 3/12/19 12:40

Brav e oe ar vanifestadeg savet e Pariz d’an 30vet a viz Du 2019, a-zivout «ar yezhoù rannvroel ». Ur gwir darvoud eo bet.

Daou viz hanter evit prepariñ, 600 a dud ha 37 kevredigezh bodet.

Divizet e oa bet sevel ar vanifestadeg anvet « evit ma vevo hon yezhoù » e penn-kentañ miz gwengolo tremenet. Ha setu, d’an 30vet vintin a viz du 2019,…erruet tost da 600 den ha 37 kevredigezh dirak bazilikenn Santez Klotilda /Sainte Clotilde (Pariz VII arondisamant). Amañ emañ koun bro-C’hall dre e oa Sz Klotilda gwreg da Glovis (V°vet kantved), amañ emañ ar galloud politikel a-vremañ dre e chom ministrerezh an Deskadurezh nepell diouzh ar blasenn...

Disheñvelik eo ar wech-mañ.

Ma z’eo kustumet ar Vretoned da vanifestiñ evit difenn ar Brezhoneg, er wech-mañ e vo ouzhpenn ar Gwenn-ha-Du gwelet er straed, er wech-mañ e vo bannieloù eus an holl dachennoù - pell a-walc’h diouzh Pariz - ma vez implijet yezhoù rannvroel enne : Breizh avat, mes ivez Korsika, Okitania, bro Katalonia (hanternoz), bro Euskadi (hanternoz), Elzas, bro Flandrez (kreisteiz), ha me oar…A-unan holl.

Ouzhpenn adaozadur ar vachelouriezh,...

N’eo ket adaozadur ar vachelouriezh nemetken en deus roet lañs da gounnar e bed ar c’helenn, pe hini ar c’hevredigezhioù sevenadurel, hag en holl dud a zo tomm o c’halon ouzh o bro. Ar vanifestadeg-se zo bet aozet rak stad hon yezhoù e-pep lec’h (er c’hwech-kogn). Ma z’int lakaet en arvar (hervez diskleriadur an UNESCO) ez eo, da gentañ-penn, rak politikerezh bro-Frañs en o enep abaoe pell pell ! Un afer istorel war an hir dermen eo.

Ret eo digeriñ hon bed a-vremañ da ziorren ar yezhoù rannvroel..hag o degemer.

Pazioù vihan zo bet graet a-hed ar bloavezhioù, war zachenn ar Gwir (Bonreizh, Diell europeek diwar ar yezhoù). Mes, digant ar gouarnamant, digant ar reoù skoachet e penn ar sistem melestradurel, n’eus polontez bolitikel ebet, n’eus efedusted ebet. Pal ar vanifestadeg eo sachañ evezh ha bountañ war ar pep pouezusañ: al lezenn koulz hag an ober dre skolioù evit kregiñ. Goulenn digant ar familhoù evit o bugale a vez meneget, e Breizh evel ma ouzer mat. Muioc’h-mui war a lavarer.

Ret eo digeriñ hon bed a-vremañ da ziorren ar yezhoù rannvroel, setu ar pezh a fell d’an holl.

Emgav war ar blasenn

Diwar ur mennozh eus Renan Kerbiquet (kevredigezh Kelennomp ) eo ez eo bet savet un « dying» (ur seurt pezh-c’hoari didrouz ha foran, evit ar vediaoù. E brezhoneg: ur c’hoari-mervel? E galleg : ger ebet evit-se ?!) gant un dornad a vanifesterien, dindan falc’h (falc’h-kartoñs, amañ!) an Ankoù gwisket e du, un tog breton war e benn dezhañ. Ma’z eo an dudenn vojennel anavezet-mat e Breizh, e vo anavezet a-bell dre ar rouejoù sokial a-benn bremañ…Rak filmoù ha fotoioù zo bet dre bellgomzerioù hezoug, me lâr deoc’h!

Pemp den resevet er ministrerezh.

Goude-se, an dibunadeg war-zu ar ministrerezh a-hed ar straed nemeti a oa bet aozet (stanket ar penn-all, a-benn ar fin, gant an archerien). Dav eo lârout n’eo ket bet sklaer-sklaer ar pezh zo bet lavaret digant servijoù ar stad da geñver aozadur ar vanifestadeg, a-zivout meur a boent.

Bremañ, e-penn an dibunadeg, daou zilennad: François Alfonsi (Korsika), kannad europeek, Paul Molac (Breizh), kannad (4vet pastell-vro ar Morbihan). Resevet e vezont, gante tri den all eus bed ar c’hevredigezhioù (Elzas, Okitania, Katalonia). Evit Euskadi, n’eus ket bet, ma m‘eus klevet mat. Rak, a-du e oa ar ministrerezh, evit reseviñ pemp den nemetken. Rik. Ar wech kentañ eo e vez degemeret un dornad dud digant ar ministrerezh, war ar yezhoù rannvroel.

Peseurt disorc’h ?. «N’am eus netra da lâret diwar ar pezh en deus lâret ar ministr, rak e gwirionez n’en deus lâret tra ebet » (Paul Molac, e brezhoneg). Dipitus ? N’eo ket echu.

Un taol grenn dirak ha gant ar vanifesterien.

Un taol grenn zo bet savet e-pad ul lodenn eus an abardaezh, e-barzh ur sal feurmet er c’harter.

Da gentañ evit eskemm diwar skiant-prennet an devezh. Setu ur bokedig frazennoù (e galleg), klevet eno :

Frazennoù (e galleg)

.

. « le combat pour les langues régionales n’est pas encore totalement légitimé dans la tête des élus » (Paul Molac)

. « on a cassé un peu le mur médiatique » (François Alfonsi) .

. « continuer à être ensemble » (Stéphanie Stoll, prezidantez Diwan)

. « créer un rapport de force, ne pas rester dans l’entre-soi » (Tangi Louarn, Kevre Breizh - Coordination culturelle associative de Bretagne)

. « nous devons faire comprendre au Ministère que l’on a quelque chose dans le cœur, qui doit être respecté » (salle, Occitanie)

. « se structurer solidement, pour faire apparaître nos droits imprescriptibles » (salle, Corse)

. « on a tous porté les revendications de tout le monde » (salle, Pays Basque)

. « ne pas se disputer face à l’Etat. Les politiques suivent quand il y a une pression populaire » (salle, Catalogne Roussillon)

.

Da heul, evit digeriñ dorioù an dazont, meur a vennozhioù zo bet displeget (buan a-walc’h) pe kinniget:

.

Mennozhioù evit kenderc'hel

. François Alfonsi :

. renkañ an traoù buan-tre da geñver ar vachelouriezh ( mesures de réparations d’urgence )

dastum ha stummañ ur c’haier a c’houlennoù ( cahier de revendications )

. aozañ un devezh braz - forzh peseurt tu politikel e vefer - , a-raok an dilennadegoù lec’hiel 2020, evit anaoud soñj ha diviz pep hini a z’aio war ar renk, war ar yezhoù rannvroel.

. kinnig ul lezenn evit ar yezhoù rannvroel. Evit ma vefe mat ar poenchoù teknikel (ar stumm), e vefe skrivet testenn al lezenn gant servijoù ar ministr mes an danvez (ar rubrikennoù a lâr François Alfonsi) a vefe degaset gant bed ar c’hevredigezhioù pe bed ar bolitikourien arbennikaet, da lâret eo an holl a zo anavezet gante tachennad ar yezhoù rannvroel.

. Paul Molac

. notenn: ur strollad studiañ « yezhoù rannvroel » / groupe d’études « langues régionales» a zo er bodadenn vroadel, dija (bet savet gantañ, ennañ tregont kannad ha pevar senedour).

. sevel un ober dre bosteloù elektronek kaset d’an holl kannadoù. Rak al lodenn vrasañ eus a c’hannadoù a zo o heuliañ o strollad politikel war poent-mañ-poent pa z’eo deuet mare ar votiñ. War zigarez ar gensentidigezh e-barzh strollajoù bolitikel. Labour zo evit cheñch o tro-spered.

. tudoù all

Klevet eo bet mennozhioù ivez digant kevredigezhioù (Diwan, FELCO,…). Ouzhpenn-se, a-du eo ar FLAREP evit labourat gant Div-Yezh ha Diwan, da skouer. Setu deus petra servij un devezh e Pariz. Un digarez evit kalzik a dud, dispartiet war ar bemdez a-hed ar bloavezh, d’en em gavout, d’en em anavezout, evit bountañ ar raktres war-raok, evit bezañ efedusoc’h.

.

Liammoù rouedadel (AR VANIFESTADEG)

.

. Pour que vivent nos langues lec’hienn ar galv

. lec’hienn Dihun Breizh: 2013 Rapport Alfonsi

. Assemblée nationale, groupe d'études "Langues et Cultures Régionales" http://www2.assemblee-nationale.fr/instances/resume/OMC_PO747027/legislature/15

. blog Paul Molac:

. Appel pour que vivent nos langues" Paris, Mission Bretonne Ti ar Vretoned

. European Language Equality Network ELEN:

. Coordination culturelle associative de Bretagne KEVRE BREIZH:

. Michel Rocard, bezañ bet ministr-kentañ, e ziskleriadur d'ar c'hannadour amerikan Craig R. Stapleton (24 Here 2005), diskoachet dre Wikileaks. Gwelet pennad e galleg ABP Philippe Argouarc'h ( voir l'article ) :

L'histoire des autres États-nations européens est celle de communautés linguistiques répondant à leurs besoins commerciaux. La France s'est créée en détruisant cinq cultures - bretonne, occitane, alsacienne, corse et flamande. "Nous sommes la seule nation européenne qui soit la création militaire d'un État non homogène. Cela rend la France difficile à gouverner à ce jour. Cela explique notre difficulté de réforme, notre lenteur", a-t-il déclaré. MAJ 2019/12/17

.

Liammoù rouedadel (AR C'HELENN)

.

. Diwan Breizh:

. Div yezh:

. Dihun Breizh:

.

. Fédération pour les langues régionales dans l'enseignement public FLAREP :

. Fédération des Enseignants de Langue et Culture d’Oc FELCO :

. ELTERN Alsace :

. Provence Félibrige:

.

.

Document PDF 49376-parlementeuropeendocumentdesea.pdf Rapport Alfonsi 2013 Document officiel (12 pages), format pdf, en français. Adopté par vote (résultats en fin du doc).. Source : Parlemnt Européen via http://www.dihunbreizh.bzh
Document PDF 49376-lafranceetlacharteeuropeennede.pdf LA FRANCE ET LA CHARTE EUROPEENNE DES LANGUES REGIONALES - Jean-Marie WOEHRLING - Expert auprès du Conseil de l’Europe document 12 pages, date 2014 ?, en français, format .pdf, facile à lire. Source : avis d'exoert via http://kevrebreizh.bzh
Voir aussi :
"Brav eo skrivañ, diaesoc'h eo lenn" ! "An daoulagad eo a zo ar gwellañ benveg-poltriji, rak dre ur sell eo e c'heller diskoachañ an imachoù tro-war-dro"! Paotr bet klevet gantañ ar yezh e-pad e vugaleaj. Bet o labourat war zachennad stlennegel. Skrivet gantañ pennadoù e galleg hag e brezhoneg. Bremañ o vevañ e bro-gKerne.
Gwelout pennadoù all gant Jean-Luc Le Floc\'h
Vos 2 commentaires
boned ruz Le Mercredi 4 décembre 2019 23:11
Ha pelec'h emañ "Dihun"???... Taolenn ar brezhoneg 'zo un tamm dislivet hep liv "Dihun" warni. Emichañs n'eus ket ul liv politikel bennak a zirenk hemañ-hen homañ-hen... Hiziv an deiz ez eus anv eus un dibab kevredigezhel ha n'eo ket unan war an dachenn bolitikel eo! me soñj din!
Hag ur bedadenn a vo d'ar Yann penn disoñj ar wech-all?
(0) 

A galon vat Le Samedi 21 décembre 2019 12:07
Evit "dying" e c'heller kinnig "c'hoari-marvig", o tont eus an dro-lavar:
"An hik : kreskig da vihannig,
ha da gozhig : marvig!"
(0) 

Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 4 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons