Put your name here

Chronique
Web tv ar festival : an in hag an off
Ur web tv "ofisiel" a oa kaset gant tud eus Paris n'anavezont ket Breizh tamm ebet, hag un all gant paotr an Oriant
Chronique de Kerne Multimédia

Publié le 23/08/17 10:08 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
:
Réalisation :

Pa vez goulennet gant an dud pet departamant a zo gant Breizh, pe ma vez poellek e vefe Naoned e Breizh... e vez kavet a bep seurt respontoù. Evit an eil "microtrottoir", e vez gwelet anat n'eo ket aes evit an dud reiñ ur respont sklaer, estreget evit an dud a zo o tont eus Naoned hag a oar eus petra zo kaoz. Met ar souezhusañ tra (25vet eilenn ar filmig), skrivet gant ar filmour ouzh ar skeudenn, eo an daou filmour "web tv ar festival" ofisiel (an "in") n'anavezont tra war Breizh ha ganto emañ skeudennoù "ofisiel" ar festival war lerc'hienn ar FIL.

Evit an dud o dije amzer da sellet pizh ouzh an holl filmigoù, interessant e vefe da welet ma oa bet filmet "Naoned e Breizh", ar giton devezh an dibunadeg veur, pe ar stand "Breizh Unvanet" dirak Palez ar C'hendalc'hioù. Ne vefe ket souezhus ne vefe ket bet diskouezet neblec'h...

Hir an hent, skuizh an den, a lâre tud fur. Ret e vo gortoz c'hoazh, daoust d'ar strivoù graet evit ar yezh ar bloaz-mañ, ar c'hentelioù brezhoneg... Piv oar, gant bro Gembre pedet 'benn bloaz e vo araokadennoù brasoc'h c'hoazh ?

Voir aussi :
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 3 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.